Das Narrenschiff pe Daß Narrenschyff ad Narragoniam ("Lestr ar Folled") zo un oberenn alamanek e 7000 gwerzenn gant an Elzasad Sebastian Brant (1457–1521) hag embannet e 1494 gant Johann Bergmann von Olpe en Basel, en Suis, hag a reas berzh bras.
Renabliñ a ra meur a seurt follentez war un ton a zo flemmus ha kentelius a bep eil. Awenet eo gant spered ar C'hempenn relijiel hag al lennegezh pobl, ar c'hrennlavaroù.
Hollwashaour eo spered an oberenn, ne gred ket an oberour e c'hall an dud gwellaat met n'hall ket mirout a vazhata nag a genteliañ. Ne glask ket reizhañ ar sioù na gwalldechoù a ziskuilh didrabas hep ober kemm etre pec'hedoù bras ha bihan : an holl a gas mab-den da goll.